Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

sclerijen gaer hag ho c’halonou a voue carget a drubuil hag a spont. Sonjal a reant guelet Doue, hag ar bobl a Israël a c’houlenne ne velje ket Doue gant aoun da vervel. Dindan al lezen goz e voa an amzer a aoun hag a zoujans ; hogen brema e voa deut amzer ar garantez hag ar fizians.

« N’o pezet aoun ebet, eme an ael dezho ; eur c’helou a zigasan deoc’h hag a roio eul laouenidigez vras deoc’h ha d’an oll bobl. Eur zalver zo ganet evidoc’h hirio e kaer David. » Ha setu kerkent eur vanden aelez o cana a eur vouez : « Gloar da Zoue e barr an envou, ha var an douar peoc’h d’an dud a volontez vad. » Var gement-se an aelez a ieas kuit.

Ar vessaerien pe ar bastored a lavare an eil d’egile : « Deomp da Vethlehem da velet ar burzud zo discleriet deomp. » Dont a reont d’ar red. Caout a reont Mari, Joseph hag ar bugel gourvezet er c’hraou. Eno e vouent kenteliet, a lavar deomp an aviel. Mari, ep mar, a voue ar genta a brezegaz aviel he map. Messaerien euruz ! mont a rejont ac’hano en eur renta gloar da Zoue euz a gement o doa guelet ha clevet.

Ar c’hraou a Vethlehem en deus roet tro d’an dud a galon da zevel creier, pephini ervez he zevosion, evit digas sonch euz a c’hinivelez ar mabik Jesus. Ama e cavot eun dorgen pe eun duchen savet ; e beg an dorgen-ze eun toul craou gant eun ejen hag eun azen diabarz, ha neuze ar bugel Jesus er manjouer gant Mari ha Joseph en he gichen. E troad ar menez, bandennou denved o tostaat, lod tostoc’h, lod pelloc’h, hag ar bastored varlerc’h o vont da velet ar bugel nevez ganet. Setu ar pez am eus guelet va unan en eun iliz eleac’h ma vijen chomet a dra zur eun anter