Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/347

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 331 —

Etre daou ar fregaden a zigouezas. Eur c’hefridi a zigase, euz a Londrez, d’ar C’homodor pehini a ziskennas d’he gambr da lenn an tam paper. Ep dale en em lakeas da zon ken na venne terri he gloc’h.

Al letanant Vaverley a redas da velet petra voa. Caout a reaz ar C’homodor en eur gounnar, en eur stad ken euzus ma voa scrij he velet. Persdu oa evel pa zaje da gaout eun taol goad. Crena a rea var he dreid ; he zaou zom a ioa serret gantha, ha ne alle lavaret ger. Lamet a reas gant colierou al letanant hag enem lakeas d’he heja. Kenta ma c’hellas comz e lavaras :

— C’hui rancfe beza crouget, mastokin ma zoc’h ! Al letanant ne vouie petra da zonjal.

— Piou a ioa carget euz ar c’hard, brema ez eus teir nosvez ?

— Robinson, an eil letanant.

— Oc’h ar jaden dioc’htu ; ha c’hui ive, hag oll vartolodet al lestr, hag oll vartolodet al listri all !

Al letanant a gredas neuze mad oa troet penn ar C’homodor, hag oa eat he empen e iod pe e dour.

— Petra ! epad ma voac’h cousket, lastezennet, Bart so tremenet dre aze, dre aze, c’hui vel, dindan ginou hor c’hanoliou ! ha brema ema o c’haloupat ar mor, o tevi.... o tistruja.... oc’h ober goap ac’hanomp-ni ! Gouzout a rit-hu peleac’h ema brema ? Livirit din, gouzout a rit ?

— Peleac’h e c’houfenme ? eme al letanant.

— E Scos ! ha me zo sur n’eus ket daou c’hant den gantha ; hag en deus plaoufet listri var ar mor ! Hag eo bet e Bro-Zaoz ; hag en deus devet kestell ha keriadennou, ha casset gantha kement a ioa enho dioc’h he zoare ! Ar gall d....-ze a ra mez da Vro-Zaos.... ! Buan, buan var he lerc’h !