Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/346

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 330 —

Gant eur c’hoant bras d’ho cas da ziskuez d’ar Roue va Mestr.

Jorj Philips.

— Hem ! Vaverley, petra livirit euz ar pennadik scrit-ze ?

— Dudius, Commodor ; re vrao evel kent e comzit oc’h eun den evelse, eur prizonier tec’het !

— Ia, mes, ne velit ket e ran goap anezhan ? Petra zonjit euz ar c’homzou-ma : devi ho pagou ha cregi enhoc’h e creiz ho kær ?

— Ia, ar c’homzou-ze zo goapaüs ; flemmuz int zoken.

— Evel a livirit, flemmuz int. Lakit pourchas eur vag da vont da gas al lizer-ma da Ian Bart.

— Va unan ez in-me d’he gas ?

— Petra ? ober goap a rit-hu ? Eul letanant a vor a Vro-Zaoz da gas eul lizer da eur mastokin tec’het euz ar prizon ! Ar potr-keginer, ia ar potr-keginer so mad evit ar grevidi-ze. — Ar C’homodor o cridi en doa lavaret eur gomz a speret, a reas var gementse eun abaden c’hoarzin balc’h evel m’oa boas da ober.

Al letanant a ieas kuit var gementse. Hogen kerkent e teuaz adarre en dro.

— Comodor, eur fregaden so erru a dis d’hor c’haout, hag a ra sinou evel pa ve prez varnezhi.

— Petra zo a nevez-ta ?

— Eun dra bennag so digouezet var ar mor bras.

Ar C’homodor a zavas neuze var ar pont da zellet, hag e lavare en eur c’hrognal : n’eus bet goal var amzer ebet var ar mor. N’eus lestr enebour ebet kennebeut dre aze.

Dont a rejor da lavaret dezhan oa prest ar vag da vont da gas he lizer. — Goddem ! gortozit ken na vezo guelet petra so a nevez.