Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/345

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 329 —

gent lestr brezel, a ioa ato dibreder bras var rad Dunkerk. Listri brezel a velent er pors, ha keit ha ma ho guelet eno, ne gredent ket e vije diblasset lestr ebet ac’hano. Rag evel on eus lavaret, ne ket al listri brassa eo a ioa eat gant Ian Bart. A hent all, an oll vartolodet Saoz hag Holland a assure n’oa ket diblasset eur vag ep mui ken euz a bors Dunkerk.

Ar C’hommodor eta a ioa fouge enhan. Ne alle ket Ian Bart miret da goeza etre he zaouarn. Mestr oa d’ar rad ha d’ar pors mor. Eur mintinvez ma voa c’hoas gaeoc’h evit kent, setu hen, goude beza taolet eur zell var al listri, hag o tisken d’he gambr. Kemeret a ra eur verennat melenog evit rei sclerijen d’he speret, hag en em laca da scrifa. Abenn eur pennad e sonas da c’hervel he Eil, ar c’henta letanant. Pa voa deut e lavaras dezhan :

— Clevit, Vaverley, emezhan, livirit din ha plijout a ra deoc’h ar pennadik lizer-ma ; silaouit :

Aotrou Bart,

Me Jorj Philips, Commodor ar Roue Guillou, ha corden-vraz euz he urziou, am euz an henor da zigas deoc’h da zonch euz ar pez o poa prometet pa edoc’h er prizon a beleac’h oc’h techet hag eleac’h ma em euz esper d’ho cas adarre abars nebeut. Lavaret o poa e rajac’h eur c’hrogat ouzin kenta guech ma en em gafchemp e tro. Evit doare ar guel euz hon listri en deus great deoc’h ancounac’hat kementse. Hoc’h alia a ran da zont, araog diou vech peder heur varnugent ama, d’en em lacat prizonier etre va daouarn. Ma na deuit ket, e vezo red din cas eun anter dousen martolodet da lacat an tan en ho pagou ha da gregi enhoc’h e creiz ho kær.