Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/344

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 328 —

c’horn butun ; rag touet em euz eo va c’horn a zervichje da gef tan evit suilla ar zaos.

Eun dervez bennag goude, gouarner Dunkerk a scrife d’ar c’houarnamant ar pennadik lizer-ma :

« Rei a ran deoc’h da c’houzout eo tremenet Ian Bart, en nos-ma, a dreus daouugent lestr o deuz an enebourien ama var ar rad. Trivac’h pe ugent euz al listri-ze so brema o redek var he lerc’h.

Ian Bart so eat er meaz euz ar pors, ha goudeze dre greiz al listri saoz, ar c’hef tan en he zorn.

Ne ouzon ket d’ar zur petra eo ners pephini euz al listri enebour ; ar pez a ouzon eo ar bihana anezho a zoug daouugent pez canol, hag ar re vrassa a zoug pevarugent. »

E guirionez, ar martolod dispar, Leon ar mor a ioa tremenet, gant seis fregaden hag eul lestrig all bihanoc’h, dre greiz ar zaozon hag an Hollanted. Tremenet oa dindan fri ar c’homodor he unan, var hed diou pe deir goured epken dioc’h he lestr bras !

IV

Pa en devoa gallet Ian Bart tremen gant he eis lestrig dre greis listri ar zaozon, hag en em gaout adarre var ar mor braz, e teuaz adarre ive da gaout c’hoek he vutun. Antronoz dioc’htu, evit ober he zorn, e plaoufas pevar lestr saoz carget a varc’hadourez euz ar re talvoudussa ; daou zervez goude e tigouez gantha pevarugent lestrig hag eul lestr brezel oc’h ho ren. Devi a ra ar pevarugent lestrig hag e cas al lestr brezel da vouelet ar mor. Neuze e za var aodchou Brozaoz hag e laca an tan e kestel hag e Keriadennou abez. Ac’hano e za da Scos, hag eno e ra ar memes distruch. O paea he zle edo.

Etretant ar C’hommodor Philips, gant he zaouu-