Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/341

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 325 —

ar gouelet kement bag, braz ha bihan, a iaje er meaz euz ar pors. « Me zesco deoc’h, francizien, emezhan, ne dec’her ket euz a Vrozaoz evel ma carer. »

Ia, mes d’ar mare ma counnare ar gouarner, Bart ha Forbin, hag ar medesin eat d’ho heul, a ioa pell ac’hano o rouevat var ar mor braz, hag antronoz vintin, var dro sao-heol, tri den, guisket evel tri martolod saoz, a zouare var aod Breiz-Izel, en eul leac’h nebeut darempredet, c’huec’h leo dioc’h Sant-Malo.

N’o doa ket great cant pas var an aod na glefchont eur vouez o c’hopal dezho :

— Piou zo aze ?

Var an deven ez oa c’huec’h gard bantet ho fuzillou gautho.

— Piou zo aze ? a voue lavaret eun eil guech.

— Ian Bart ha Forbin.

— Gortozit ma vezo guelet.

— Ar serjant a deuas da velet piou oant hag ec’h ellit cridi, ho lezas da vale. Da greisdeiz oll gleier Sant-Malo a ioa laket e bole evit ho digemeret, hag e casset cannadet a bep tu evit rei da anaout dan oll oa distro Ian Bart, Leon braz ar mor.

Ian Bart ne jomas nemet eun nebeut derveziou e Sant-Malo, hag a ieas da gær Dunkerk. Ne’m eus ket izom da lavaret deoc’h pebez fest a voue etouez tud a vor ar gær-ze pa zigouezas. Epad ma edo o conta d’he vignonet penauz oant tec’het euz a rouejou ar zaozon, setu unan o tont da skei var he scoas.

Ian Bart a zistro, hag a vel Robert, an hini a ioa chomet var ho lerc’h e prizon Plimouth.

— Sell, te a zo aze ?

— Ia, me so ama distro daou zervez zo.

19