Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/340

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 324 —

Etre daou, daoulagad ar gouarner a goezas var eun tam paper a ioa var an daol. He gemeret a reaz hag e velaz oa eul lizer scrifet dezan he unan Buan hen digoraz hag e lennaz ar c’homzou-ma :

Aotrou Gouarner,

« Evel n’on eus ket a amzer, Ian Bart ha me, da vont beteg enhoc’h araog mont kuit, plijet ganeoc’h reseo ar mercou a anaoudegez vad a lezomp ganeoc’h var ar paper-ma euz ar vadelez oc’h eus bet evidomp keit ha ma zomp bet ama. Poan vraz a ra deomp mont kuit ep ho kuelet ; hogen ar mare zo deut, ha ne allomp ket gortos. Mar deuit morse e Frans, ha mar bezomp carget d’ho tioual, bezit sur ne vanco netra deoc’h. Lavarit, mar plij, d’ar c’homodor Philips, e cavo Ian Bart prest da ober eur c’hrogat outhan pa garo.

« Ho servicherien dister,
« Forbin ha Bart. »

Evel a velit, Forbin en doa scrifet al lizer-ze, hag ar gouarner a gounnare : Mont kuit evelse, emezhan hag ober goap ac’hanon c’hoas !…

Goude beza lennet lizer an daou vartolod, ar gouarner saoz ne vouie mui petra rea gant he gounnar. « Ober goab ac’hanon c’hoas goude tec’het kuit ! » Dioc’h he gostez, Robert a ziskueze ato ive beza en eur gounnar ar vrassa dre ma voa dilezet eno gant he zaou vignon. Ioun ken nebeut n’oa ket goal laouen he zrem oc’h en em velet laket er gaoued eleac’h an daou labous en doa lezet da nijal ac’hano.

Ar gouarner a c’hourc’hemennas furcha kement tavarn a ioa e Plimout, cas archerien pe zoudardet var gement hent a gas da gær, ha furcha ive beteg