Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

Ar bromessa-ze ne voa ket ancounac’het. Ar baianet zoken, pe gen diskiant bennak ma voant oc’h adori loenet ha pep seurt falz idolou, o devoa gouscoude ar greden euz a eun Doue deut da chom en ho zouez dindan furm an den.

Hogen ar bromessa-ze zo bet sevenet, hag ar c’hraou a velomp savet bep bloaz e pep ilis da Nedelec a zigas da zonch deomp ez eo e guirionez map Doue en em c’hreat den, hag ez eo deut da chom en hon touez.

Jesus a deu er bed, dianavezet, paour ha dister. Guelet a rit-hu, dioc’h an abardaez, o vont goustadik gant an hent, tost da gaerik Bethlehem, eul labourer en he vella oad, scoaz oc’h scoas gantha, eur Verc’hez hag e deuz a vec’h pemzek vloaz ? Ar re-ze eo Mari ha Joseph. Deut int di euz a Nazareth ; hogen den n’eo falvezet dezhan rei digemer dezho. Re baour int, hag e clascont brema en dro da gaer eul leac’h bennak da dremen an nos. Digouezout a reont en eul leac’h ma’z eus toullou mengleuz, a zo lod anezho toullet egis creier pe lochennou, hag eleac’h ma teu avechou ar vessaerien pe ar bastored divar dro da glask ar goudor, epad ma tiouallont ho loenet er meziou a zo eno a dost.

En unan euz an toullou-ze en em denn Mari ha Joseph, hag eno, e creiz an noz, eo ganet map an oll-c’halloudek. He vam santel n’e deus nemet truillou da lacat en dro dezhan, eun nebeut plous da lacat dindanha, hag eur manjouer da rei dezhan da gavel. Roue an env hag an douar a deuaz eta didrouz er bed-ma. Ne dlie ket gouscoude chom dianavezet. Eun ael zo casset da gas ar c’helou eurus d’ar bastored a zioualle ho loenet er meziou var dro Bethlehem. An ael en em ziskuez dezho e creiz eur