Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/339

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 323 —

— Dre vor ? Ia ha penauz mont dre greiz ho listri brezel a zo aze leun ar pors-mor gantho. Ah ! pa zonjan ; Bart en deus laket ober eur boutou ler nevez, hag a lavare oc’h ho guisca : Ar re-ma so mad da vale.

Ar gouarner a c’halvas Ioun : Guir eo en deus laket Bart ober eur boutou ler nevez ?

— Ia, Aotrou.

— Oh ! Dre zouar e vezint eat. Hag ar gouarner rei urs da vont var an oll hentchou evit cregi enho araog ma vijent eat pell.

Etre daou potr ar c’har goat a furche ar c’holo, an daol, ha zoken buret al liou ; prest avoalc’h en divije he zorret evit guelet ha n’oa ket en em guzet an daou vartolod enhi.

Ar gouarner a c’houlennaz digant ar zoudard a ioa e goard ha n’en doa clevet trouz ebet.

— Nan, emezhan, nemet Ioun so bet deut aze da zellet dre doul an alc’hoez e creiz an noz.

— Ha petra reac’h aze d’ar mare-ze, Ioun ?

Ha n’oc’h eus ket clevet troc’ha ar varren houarn ?

— Ar varren houarn, eme Robert, a ioa troc’het pemp pe c’huec’h dervez zo.

— Ha ne vouiac’h netra euz an dra-ze, Ioun, ha c’hui o tont d’ar prizon diou vech bemdez, hag o tont c’hoaz en noz da zellet dre doul an alc’huez, ha dres er mare ma tec’he an daou labouz euz ho c’haouet ! Soudart, crogit e Ioun, ha lakit-hen eleac’h m’edo an daou vartolod en deus lezet da vont kuit. Ni velo divezatoc’h pebez sicour en deus roet dezho da dec’het.

Setu ar paour kez gar goat, goude kement a boan evel en doa kemeret, laket e caouet al labouset ma voa carget d’ho dioual.