Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/338

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 322 —

Da zeg heur, ervez he gustum, Ioun a deuas da zigeri. Ar medesin n’oa ket deut. Robert a roc’he ato. Pa gleo ar jolier, e sao var he ilin, e tigor he c’hinou da zisvlezi ien hag he c’houlen, ped heur eo ?

— Me n’oun ket eun horolach, eme Ioun, peleac’h ema an daou all ?

— En ho guele, credabl, me n’oun ket carget d’ho dihuna. Potr ar c’har goat a ieas kuit var gementse, mes da unneg heur e teuaz adarre, hag ez eas neuze beteg al leac’h ma couske an daou all. An daou labous a ioa nijet kuit. Da genta e chomas sebezet da zellet en dro dezhan, mes he lagad a goezas souden var ar prenest eat eur varren houarn anezhan, hag hen neuze leskeul unan euz ar brassa leoudouet so bet losket biscoaz e Brozaos. Eat kuit ! emezhan.

Robert a zavas neuze en eul lam en he za : petra, emezhan, eat kuit ha lezet ac’hanon-me ? Hag en em lakeas da zorna a enep an daou drubart a ioa tec’het ep lavaret ger dezban. Mar doa droug er jolier, Robert a ziskueze e voa muioc’h c’hoaz enha. O clevet an trous, goardou ar prizon a ziredaz hag ar gouarner a ziredaz ive.

— Petra zo ?

— An daou drubart, eme Robert, an daou vastokin so tec’het kuit ha va lezet me ama !

— Petra ? ne vouiac’h ket petra o doa sonch da ober ?

— Ma’m bije gouezet, Aotrou gouarner, me ne vijen ket chomet ama var ho lerc’h.

— Ne ouzoc’h ket pe seurt hent a dlient da gemeret ?

— Peleac’h ec’h oufen-me ? Me garje gouzout evit mont var ho lerc’h hag ho faca, an diou grougaden !

— Dre vor e vezint eat credabl ?