Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/337

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 321 —

Paotr ar c’har goat a lavare outhan he unan ; kea atao, varc’hoas me lacai cregi enhout !

Hogen en noz-ze, da eun heur dioc’h ar mintin, e clefjot trouz eun nebeut grae taolet oc’h prenest ar prizon.

Ian Bart a grogas neuze ar paz enha. Hennez oa ar sin etre ar medesin hag hi. Neuze Forbin a zao var discoaz Bart, a beurzistag ar varren houarn, hag a zisken er ru var bouez eur gorden golo blansonet gantho, hag a behini Robert a zalc’he eur benn.

Bart a zavas goude var diouscoas Robert hag a ziskennaz evel Forbin. Robert a deuas neuze buhan d’en em deleur etouez he golo hag en em lakeas da roc’hat ker cre ma vije clevet euz an eil penn d’egile euz eur c’hazern. Mad oa dezhan, rag Ioun ne gouske ket, hag a deue bep en amzer da zilaou e kichen dor ar prizon. Hogen dinec’h e chome o clevet roc’hadennou Robert, hag e lavare : Ia, ia, cousk, roc’h, varc’hoas c’hui velo !

Etredaou Bart ha Forbin, hag ar medesin oc’h ho bleinia, a voa eat d’ar pors-mor, hag a zave en eur vagic pesketa. Ar medesin a voa bet en ho raog hag en doa roet louzou cousket da berc’hen ar vag-ze etouez guin ardant. Laket en doa er vag eun tam bouet bennag hag ive unan bennag euz ar benviachou a voa red da gaout. Ar pors mor a voa goloet a listri brezel. Dre ma tremenent ebiou da eul lestr, ar martolod e goard a grie outho. Hogen Bart a vouie eur ger saoz bennag hag a responte bevech : pesketerien ! ha neuze e lavaret dezho en em bellat. Cridi a ellit an daou gamarad ne c’houlennent ket guell. Tremen a rejont evelse dre greiz an oll listri a voa eno.

Hogen lezomp Bart ha Forbin var ar mor, ha deomp da gaout Robert chomet er prizon.