Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/336

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 320 —
II

Ar c’homodor en em dennas neuze euz ar prizon, hag ar gouarner, en eur vont kuit, a lavaras d’an tri brizonier.

— Eur c’helou mad am eus da rei deoc’h, aben tri dervez ama e viot casset da Londres.

Pa voant eat kuit, an tri vartolod a lavare etrezho.

Red eo deomp tec’het araog ma vezimp casset da Londrez ; rag eur vech eat di, ne allimp ket hen ober.

— Red eo deoc’h tec’het en nos-ma, eme Robert.

— Ha te, n’ec'h eus ket a zonch da dec’het ? N’out ket pare avoalc’h !

— Nan, me a jomo ama. Me ho sicouro da zevel dre ar prenest, hag eur vech ma viot e Frans, c’hui a lacai va chench oc’h eur zaos bennag. An dra-ze a vezo aez deoc’h da ober ; me n’em eus ket a vrud.

Ia, mes izom o doa euz ar medesin, hag ar medesin ne deue ket. Antronoz e teuas gouscoude. Ioun a deuas gantha, hag hen lezaz he unan. Mes goude m’oa eat kuit, e teuas goustadic da zellet dre doul an alc’hoez, hag ho c’havaz ho fevar o cuzulat.

— Ah, bouet ar gounnar, eme Ioun, me vouie ervad, c’hui so o clask ober eun taol fin bennag ! Varc’hoas ni velo ! Me lacai cregi er medesin-ze !

Abenn eun anter heur pe var an dro, ar medesin a scoas var an or evit goulen mont kuit. Potr ar c’har goat a ieaz eun nebeut a dren, hag a deuas goudeze en eur stirlincat he alc’hoeziou. N’en doa ket a c’hoant e vije santet edo he fri e toul an alc’huez. Goulen a reaz oc’h ar medesin.

— Echu eo ho labour ?

— Ia, eme ar medesin.

— Da bet heur e teuot varc’hoas ?

— Da zeg heur evel hirio.