Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/335

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 319 —

modor Philips da zellet oc’h an tri vartolod. Ar c’homodor-ze a ioa eur picol den ken teo hag eur variken, eur varo demruz dezhan, hag he vizach henvel tost da vad oc’h al loar pa vez en he c’hann. Beac’h en devoue o vont dre’n or, ha pa en doa gallet mont tre en eur c’hoeza evel eur moroc’h, e c’houlennas dioc’htu pehini oa Bart. Diskuezet oue dezhan, hag e chomaz eur pennad mad da zellet outhan ep lavaret nemet ar ger-ma : oh !

Ian Bart n’edo ket o fumi neuze ; mes kerkent e crogaz en he gorn hag en em lakeas d’he dana. Ar moget butun ne blije ket d’ar c’homodor, hag e cassaz he zorn d’he fri evit stanca he zifronn, en eur lavaret : oh ! nag a c’huez fall ! An arveziou-ze ne blijent ket da Ian Bart, hag ar Gouarner evit miret na zafje tabut, a lavaras d’ar martolod :

— Ar c’homodor Philips a lavar deoc’h e ra poan dezhan ho kuelet ama ; e vije bet guell gantha en em gaout ganeoc’h eun tu bennag var ar mor...

— Oh ! ies, eme ar zaos teo, me caret caout c’hui crog ha crog var al lestr.

— Mad, eme Ian Bart, me roi an tam plijadur-ze dezhan kerkent ha ma vezin eat en dro da Frans.

— Petra lavar, eme ar c’homodor ?

— E rai, eme ar gouarner, eur c’hrogat ganeoc’h kerkent ha ma vezo eat ac’hann e Frans.

— Pa vezo eat en dro da Frans ?

— Ia, evelse a lavar.

— Pa vezo eat da Frans ? Ar c’homodor a reas neuze eur c’hoarzaden ker cre ma strincas diou voutounen dioc’h he zae. Ne grede ket ec’h alje ar zaozon lezel biken Ian Bart da vont d’he vro. Hag e guirionez ne voue ket lezet da vont. Ni a velo hag hen ne deas ket ep otre ar zaos.