Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/334

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 318 —

evit na vije ket anat e voa bet touchet oc’h ar varren. Ne distagjont ket tre ; pa voa casset tano avoalc’h da ellout he zerri gant an dorn, he lesjont da c’hortos ma cafjent an dro da dec’het kuit.

Ioun gouscoude, evit beza n’oa ket tano he fri, a zante e raje an tri martolod-ze eun dro louarn bennag dezhan, ha ne gouske tam diencrez. E guirionez, pa zonje en doa da zioual tri den hag o doa tennet kement a daoliou caer d’ar Zaoz ha d’an Holland, ne dleer ket beza souezet ma en doa potr ar c’har goat eun tam poan benn bennag. Tri labous evelse n’int ket aez da zerc’hel en eur gaouet. Ioun eta a deue aliesoc’h aliessa da velet he dri brizonier. Pa zonjet nebeuta e clevet an alc’hoez o scrignat er potail, ha dor ar gaoued a zigore en eun taol. Hogen caer en devoa dont dre laer, ato e cave an tri martolod er memes leac’h, Robert en eur penn euz an daol oc’h ober neuz da gousket, Forbin er penn all oc’h ober neuz da scrifa, ha Ian Bart o vont hag o tont o sacha var he gorn butun. Kementse eleac’h dinec’hi potr ar c’har goat, hen lakea nec’hetoc’h c’hoas. Meur a vech e scrabe he benn, pe e casse he zorn izeloc’h evit he c’hlin evel pa en divije debron en he dam coat.

Eun dervez Ioun a deuas d’ar prizon tenvaloc’h c’hoaz he benn evit kent. En em lacat a reas da furcha, da scuba kement corn a ioa er prizon-ze, ha dre ma furche e c’hrosmole, e toue, mes ne lavare ger d’an tri martolod. Prest goude e voueschont petra ioa bet oc’h ober prez d’ar jolier hag oc’h he lacat da scuba ar prizon evel ma en doa great. Eur Zaoz a reng huel, eur c’habiten braz a vor, ar pez a c’halver e Frans eun Amiral, hag e Brozaoz eur C’homodor, a deue da velet an tri brizonier.

Gouarner ar prizon a deuaz eta da zigas ar c’ho-