Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/333

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 317 —

goat dezhan. Ne aljet ket beza cavet eun all hag en divije muioc’h a gassoni oc’h ar fransizien. Diou vech bemdez ez ea da gas dezho ho zarn bouet, hag e c’hellit cridi, ne veze ket druz ho zam lib-he-bao. Ioun a furche bemdez ar plouzen ho lochen en eur c’hrosmolat, ha pa zea kuit, divar dreuzou an or gant eur mousc’hoars ginet, e rekete dezho calz a blijadur en ho stad nevez.

Ar gouarner a deue ive avechou d’ho guelet ; ne ket avad evit gouzout hag en a vanke eun dra bennag dezho oa, mes evit ho diskuez da eun itron bennag a deue da zellet outho evel ma zer da zellet oc’h oursien pe loenet gouez all evel a gasser da ziskuez d’ar c’heriou.

Gouscoude evel ma zoant bet gouliet, e veze digaset eur medesin d’ho louzaoui. Ar medesin-ma a veze alies goal gasset gant ar gouarner, ha ne c’houlenne ket guell evit guelet ar brizonierien o tec’het ac’hano gant ma c’helje tec’het gantho. Clasc a rea an dro d’ho zicour. Ia, mes potr ar c’har goad a ioa eno, ha pa deue ar medesin da ober he dro, e teue kerkent hag hen, hag e chome da zellet outhan keit ha ma veze oc’h ober he labour, nemet gouscoude red o vije bet dezhan mont da zigeri an or divar greis sevel eul loum guin ardant bennag. Rag neuze e leze ar medesin he unan, hag e tistroe da beur lipat he veren, ha setu penauz ec’h ellaz ar medesin lacat eul lim bihan etouez al lian a c’holoe gouliou ar brizonierien.

An tri martolod, e c’hellit cridi, a reaz ho mad gant al lim-ze. Abars nebeut o doa limet eur varren houarn er prenest a scoe var ho frizon. Evel ma voa huel ar prenest, daou anezho a veze en ho za oc’h ar voger, hag an trede a zave var ho diouscoaz hag a laboure ac’hano. Bevech e stankent ar c’hoch