Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/332

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 316 —

lestrik Ian Bart o tispaca eun tu bennag var ar mor hag oc’h ober he bourchas da vont da gaozeal gantho.

Deut oa an Hollanted ne gredent mui lacat eul lestr marc’hadour var ar mor, nemet daou lestr brezel a vije oc’h he zifen, unan a bep tu. Hogen kementse ne reas nemet creski ho c’holl ; rag Ian Bart a gavaz ive daou lestrig all evit he zicour. An tri lestr-ze a velet o nijal var ar Manch evel teir sparfel o clask ho freiz. Ha pa veze listri marc’hadour an Holland o clask tec’het araog unan, e tigoueze an daou all varnezho hag e vezent aloubet listri brezel hag all. Neuze pa na veze ket a amzer, pe pa veze re anezho evit ho lacat a reng da zont da bors Dunkerk, e poulzent anezho a vanden en ho raog evel ma poulz eur messaer he zaout pe he zenvet.

Gouscoude ar Zaozon a deuaz a benn da deleur ho c’hraban var Ian Bart ha d’he gas gantho prizonier. N’o devoue ket anezhan marc’had mad, ec’h ellit cridi. Deg oant oc’h unan ; pevar c’hant den a ioa lazet dezho, ha ne aljont cregi en ho enebour bras nemet pa voa collet he oll vartolodet gantha. Ar Zaozon ne jomaz etre ho daouarn, daoust d’ho oll ners, nemet Ian Bart, Forbin, cabiten eul lestr all ha Robert he Eil. An oll listri marc’hadour ma edo Ian Bart ha Forbin oc’h ho difen, a ellas tec’het kuit hag en em zavetei. Petra rea da botred Brozaoz ho oll gollou, eur vech ma edo Ian Bart etre ho daouarn ? Kement a fouge a ioa enho ma voue laket ober festou a levenez hag ebatou dre Vro zaoz oll.

Da gær Plymouth e voue casset an tri martolod, ha laket eno er prizon. Ar jolier carget d’ho dioual a ioa eun den mac’haniet, hanvet Ioun, eur c’har