Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/331

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 315 —

deomp mont pephini d’he gær, pe bremaig e vezimp laket e reng ar re ma emaomp o comz en ho enep.

————


IAN BART.
————
I

Evel ma kemerer peurvuia plijadur o clevet hano euz an taoliou caer great gant hiniennou euz an dud dispar a veler a amzer da amzer var an douar, ez an da verca ama eun taol caer pe zaou great gant eur martolod euz ar seurt n’eus ket bet guelet alies e bro C’hall, ha nebeutoc’h c’hoaz er broiou estren. Piou n’en deus ket clevet comz euz a Ian Bart, ar martolod dispar-ze, al leon, ar bleis mor-ze a lakea he unan da grena ar Zaozon hag an Hollanted ? Ian Bart a voa euz a gær Dunkerk, porzic mor euz a Frans var ar Manch. Ac’hano e velet ar martolod dispar-ma o vont var ar mor braz, o cribat listri brezel euz ar re vrassa, oc’h ho aloubi pe ho c’has d’ar gouelet ; ha souden e velet he lestrig o tistrei da bors Dunkerk, sounn he voueliou gantha, ha var he lerc’h eur rencat listri paket gantha ha cabestet, listri bras, listri bihan, listri brezel, listri marc’hadour hag hi o tont an eil varlerc’h egile, evel ma velit avechou ar varc’hadourien gezeg o vont euz a foariou Breiz-Isel renkennadou kezeg iaouank gantho stag an eil oc’h lost egile. En eur bloavez e leverer ec’h aloubaz evelse nao lestr brezel ha c’huec’h cant deg ha triugent lestr marc’hadour. Guelet a rit e croge du, hag a dra zur, ar Zaozon hag an Hollanted a dlie c’hoarzin melen pa velent