Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/330

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 314 —

— Aoun am eus, tad Yvon, na rafac’h ive evel calz a re goz a zo dalc’h mad o fougeal an amzer dremenet, hag a gaf abeg e kement a velont brema, ha dreist oll er re iaouank.

— N’em eus c’hoant ebet da fougeal an amzer goz divar goust an amzer brema. Gouscoude e ve red beza dall ma na velfet ket ez euz hirio dizurziou ha ne glevet hano ebet anezho guech all. Ha ne ket guir ez eus teir guech muioc’h a davarniou hirio evit a ioa brema ez euz antercant vloas ? Dek guech muioc’h zoken a elfen da lavaret ha ne lavarfen ket re. Peleac’h o pije cavet neuze eur plac’h iaouank divez avoalc’h evit mont d’an davarn etouez bandennadou goazed ? E peleac’h o pije cavet zoken eur plac’h iaouang hag e divije credet mont en hent he unan scoaz oc’h scoas gant eun den iaouank ? Ruzia e devije great bete guenn he daoulagad ma vije lavaret hano euz a eun dra evelse dezhi, ha gouscoude hirio e veler an dra-ze hag en deiz hag en noz. Mar guelet eta eun dizurs bennag en amzer goz, hag e velet, setu aze da viana unan ha ne velet ket.

Hirio evit guir, ez eus muioc’h a zescadurez, a leverer, hag etouez ar voazed hag etouez ar merc’hed. Ne lavaran ket nan ; hogen neuze ive e tlie ha goazed ha merc’hed anaout guelloc’h ar mad hag hen ober. Rak mar deo evit ober muioc’h a zroug eo ez eont var araok, mar deo evit beza goassoc’h eo o deus muioc’h a sclerijen, me lavar deoc’h e vije bet guelloc’h dezho e vije bet guelet ho diouscouarn oc’h asten, hag e vijent deut da veza henvel oc’h eul loenik koant am eus me du-ma, n’eus drougiez ebet enha, nemet pa ve c’hoant avechou d’he gas var araog, ec’h hij he benn hag e caf guelloc’h dont adren. Ha setu avoalc’h evit hirio var gementse ; ema ar c’huilet o voudal ha mall eo