Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —

d’ar broiou eleac’h ne deo ket anavezet. Meulet eta ra vezo da viken an Dreinded sacr, eun Doue e tri ferson, an Tad, ar Map, hag ar Speret Santel.

————


Da vap Doue en em c’hreat den.
————

Mar tleomp da Zoue ar brasa anaoudegez vad evit hor beza crouet, evit beza roet deomp ar vuez, kement on euz ha kement ma zomp, e tleomp c’hoas muioc’h dezhan evit beza roet he vap muia karet evit hor prena, e tleomp c’hoas muioc’h d’an Doue Salver-ze en deus teurvezet en em ober den ha mervel var ar groas evit hor savetei ; rag an iliz a c’half eurus fazi pe bec’het hon tad kenta, abalamour anez n’hor bije ket bet eun hevelep dasprener, eun hevelep Salver. Meuleudi an Doue Salver-ze, meuleudi he hano santel a dlefe beza dalc’h mad e ginou pep kristen. Setu perag e laker ama eur goms bennag en he henor.

————


Craou Bethlehem.
————

Ar greden euz a eun Doue oc’h en em ober den a zo bet chomet ato etouez an dud, daoust pegement a denvalijen a voa deut da c’holo ar virionez dre ma pelleat dioc’h ar penn kenta euz ar bed. E guirionez, azalek pec’het Adam, map Doue en doa prometet dont da brena an dud reuzeudig a voa en em verzet d’an drouk speret.