Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

douar, ne ve ket eno cre avoalc’h an avel, ne ve ket tom avoalc’h an heol, ne alfe ket he zell en em skigna pell avoalc’h, ne ve ket a drouz avoalc’h evit plijout d’he ziscouarn. C’hoez ar goudron a ra cals mui a blijadur d’he zifronn eguet hini ar bleuniou hag ar frouez euz an douar, ha mar goulennit digantha penauz ec’h ell en em blijout var ar mor trubard-ze a deu da veza bez ken aliez a hini euz ar re a gred raont da verdea varnezhan, penauz ec’h ell en em blijout var al lestr-ze eleac’h m’en deus guelet ken aliez a hini euz he gamaradet lonket gant an tarziou hag eleac’h ma ema dalc’h mad he vuez he unan var var, e rai eur min goapauz, hag e c’houlenno diganeoc’h, dichek, penauz ec’h ellit, c’hui Legislann, cousket dizoursi en eur guele eleac’h ma zeo maro ho tad pe ho tad coz ?

Ha perag kementse ? Doue pehini a fell dezhan savetei an oll, a fell dezhan ive e ve skignet he iliz santel dre ar bed oll, e ve prezeget he aviel, ha casset an anaoudegez euz he hano da gement rum dud so var an douar ; ha setu perag eo falvezet dezhan ive e teuje ar mor da veza eun doare hent braz evit mont d’ar broiou ha d’an enezennou ne alfent ket beza darempredet a hent all. Evelse ar mor braz, eleac’h dispartia an eil broiad tud dioc’h eben a deu da veza eul liam etrezho, a deu da veza eur venoden dre behini e kerz ar re so carget da gas sclerijen ar virionez d’ar re so sebeliet e tenvalijen ar maro, epad ma valeont var roudou re all ha ne zonjont nemet e kenvers hag e madou an douar. Red oa eta evit kementse e vije tud hag a raje micher da verdea, da dreuzi ar mor euz an eil penn d’egile euz ar bed, hag a deuje evelse, etre daouarn Doue, da veza evel benviachou evit sicour dougen he hano