Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/316

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 300 —

Godig a lavaras dezhi kement a ioa tremenet, kement on eus merket er pennad scrit-ma. Meur a vech e voue red dezhi chom a za. kement a rea an brinsez o vouela hag o kunudi epad ma cleve ar histor glac’harus-ze.

Goude m’e devoa Godik lavaret kement a vouie divar benn ar prins Jil. hag eur pennad mad e voue o couta an histor-ze, rak beb en amzer, oc’h he c’hlevet, an intanvez paour a zirolle da vouela ha da gunudi, hag e voa red dezhi chom a za ken na vije distrafuillet ar brinsez, Franseza a Zinan a lakeaz he daou zorn guenn var discoaz ar goueriadez truillennog, hag oc’h ober eur zell carantezus outhi e lavaras :

— Eur zantez out, Godik ; me am euz evidout carantez hag anaoudegez vad. Me a zo ama prizonierez ; ne vezo ket gouscoude miret ouzin da zerc’hel em c’hichen. Te ac’h eus consolet ha sicouret Jil a Vreiz, ha chom a ri-te gant he intanvez ?

— Itron, eme C’hodik, he c’halon mantret o sonjal er pez a ioa digouezet ganthi, me a zo tolet gant va lesvam er meaz euz a di va zad, hag evelse n’em eus ken da ober brema nemet ho polontez hag hini Doue.

Ar brinsez a astennaz he dorn da C’hodik, hag houma a bocas choek d’an dorn-ze.

Franseza a Zinan a zalc’haz eta Godik ganthi. Ober a reaz dezhi kuitat he dillad coueriadez, hag e reaz anezhi kentoc’h he mignonez eget he matez. Anaout mad a rea petra a dlie d’an hini e devoa roet bara d’ar prins Jil.

Ar brinsez e devoue goudeze an otre da vont da bidi var bez he fried ha da velet ar chastel hag ar vro eleac’h m’en doa gouzanvet he boaniou diveza. Cas a reas ganthi Godig, e devoa ive c’hoant avoalc’h da velet ar c’harter ma voa ganet.