Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/315

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 299 —

« Franseza ger, va foaniou a ia da echui. Mont a ran d’an env evit da c’hortoz ha da garet eno evel am eus great var an douar. Kenavezo, Franseza ! Dalc’h ato en da gichen an hini a gaso dit an inkin-ma, an æl a rer Godig anezhi. »

Franseza a bocas d’al lizerennou scrifet gant goad var an inkin, hag a lavaras : « Ah ! Jil ! mar plich gant Doue, ne jomin ket pell var da lerc’h. »

Ar brinsez vad ne vouie ket pegement a drubuillou e devoa c’hoas da c’houzanv er bed-ma, araok mont d’ar bed all da gaout ar pried-ze ma voa bet couls lavaret ato disparti diouthan var an douar. Bez’e devoa c’hoas da dremen a dreus calz a zrez hag a spern Hirio, siouas ! e c’houezer guell eget neuze ez euz, e curunen ar brinsed, muioc’h a zrein eget a roz.

VII

Ar brinsez a lakeas neuze ar goueriadez paour da azeza en he c’hichen, hag a grogaz en he daouarn evel pa vije bet eur c’hoar dezhi.

— O Jil ! va fried paour ! emezhi ; te Godig, a zo bet eürusoc’h evidonme. Te ac’h eus gallet he velet, he glevet, beza test euz he amzer diveza. Lavar din, oh ! lavar din, Godig, ha maro eo ar prins evel eur guir gristen evel m’en doa bevet ?

— Oh ia sur, itron ! Oh ! an Aotrou Doue en deus great trugarez dezhan, rag ar prins en deus pardonet ker calonek d’he oll enebourien !

— Godig evit ma en defe va fried muia caret roet dit ar gevridi en deuz, eo red en divije cals fizians enhout. O, coms din anezhan ; lavar din he boaniou, he drubuillou, he c’hlac’har : lavar din oll, oll kement a c’houzout. Ma n’am eus ket gallet caout va lod euz he boaniou, e fell din da viana kemeret perz enho o clevet ho c’honta.