Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/311

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 295 —

bet tamallet dezhan, dreist oll euz ar pez zo bet tamallet da ziveza.

An aotrou Jil a ioa eur breizad guirion. Setu ama petra zo digouezet. Da deir heur er mintin-ma, c’huec’h euz he enebourien zo eat d’ar prizon, a zo lamet varnezhan en he vele, hag o deuz he vouget dindan an dillad.

— O drouk sperejou ! eme C’hodig o c’holo he daoulagad gant he daouarn. O prins paour ! pebez maro ! ah ! va zad, Doue ne deuio-hen ket da gastiza ar vuntrerien griz-ze ?

— Ne ket deomp-ni eo da varn ar pez a dle Doue da ober, eme ar manac’h ; ni n’on eus ken da ober nemet pidi evit ar re o deuz izom pedennou.

— Ha corf ar prins petra o deus great outhan ?

— Goude beza mouget ar prins, evel am eus lavaret deoc’h, he vourrevien o deus stanket dezhan he fri hag he ziouscouarn evit miret na deuje goad dre’n hent-ze. Neuze o deus douget ar c’horf d’ar gambr caera zo er c’hastel hag he laket en eur chapel venn.

Di eo e za ar venac’h hag an dudchentil da bidi.

— Hag ar vuntrerien griz zo eno ive ?

— Eat int d’ar chase. Mar digouezont ganeoc’h, Godik, n’o pezet ket aoun evit guelet sin ar vuntrerien scrifet var ho zal ; na roit ket ken nebeut ho mallos dezho ; mes pedit Doue evit ene ar prins Jil, ma plijo ganthan he zenna euz ar Purgator, mar d’ema c’hoaz eno ; pedithen ive ma pardono d’he vourrevien.

Var gementse ar manac’h a roaz he vennos d’ar plac’h iaouang hag a ieaz en he hent.

Ar prins Jil a Vreiz a voue beziet d’ar 26 a viz ebrel 1450. Abad Boken e penn he venac’h a deuas da zevel ar c’horf evit he gas d’an douar, hag eun