Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/310

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 294 —

rannet he galon o clevet oa bet trec’het ar Saozon e Flamigny.

Godig a reaz eur grenaden o clevet tamal evelse ar pris Jil, o clevet ober goab anezhan c’hoas goude he varo. Derc’hel a reas gouscoude varnezhi he unan, rak c’hoant e devoa da c’houzout hiroc’h.

— Da bet heur, mar plij, emezhi, eo maro an Aotrou Jil ?

— Eun nebeut tudchentil zo eat d’he gambr vardro teir heur dioc’h ar mintin, hag o deuz he gavet maro var he vele. Setu ama abad Boken, hag he venac’h gant eun toullad tudchentil a deu da bidi evit he ene. Ha c’hui ive, plac’hik koant, livirit eur beden evit ene an Aotrou Jil, ma plijo gant Doue he digemeret en he varadoz.

Godik ne lavaras ger. Treuzi a reas buan ar c’hoad, hag e zeas da zaoulina dirak Itron-Varia an derven, eleac’h ma voa boas da vont da scanvaat he c’halon pa veze re vec’hiet.

Edo o pidi, eur pennadig a voa, pa glevas trouz a dre he c’hein. Sevel a reaz he fenn, strafuillet ; he strafuil ne badas ket pell ; ar manac’h e doa guelet an derc’hent a ioa o tremen.

— Ah ! va zad, emezhi en eur vouela, an hini o poa sacramantet deac’h a zo maro !

— Her gouzout a ran, eme ar manac’h ; maro eo evel eur zant.

— Gouzout a rit, va zad, penaoz eo bet sammet ker buan ?

— Gouzout a ran kement zo tremenet er prizon abaoue ma em eus kuiteet ar prins.

— En han Doue, lavarit-hen din !

— Hen lavaret a rin deoc’h, rag ober a dleit ho callout evit goalc’hi hano ar prins euz a gement zo