Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

Ia, ar guel euz ar mor a zao speret an den etrezeg an hini n’en deus na fin na comansanmant, n’en deus termen ebet nag en he hed nag en he ledander, etrezeg an hini a so e pep leac’h, en deuz an oll c’hallout, hag a ren an dour evel ma ren an env hag an douar. Eun den difeiz n’en defe nemet chom eun nebeut var bord ar mor da zonjal a zevri, hag e teufe ar feiz da sclerat he speret. O velet ar c’houagou-ze o vont hag o tont ep eana morse, o velet ar mare o tont d’he boent, hag oc’h en em denna adarre d’he heur ep fazia guech ebet, o velet an tarziou mor-ze o chom ato a za pa vezont deut beteg al leac’h merket dezho, e lavarfe credabl eo red e ve eno eun dorn oll gallouduz hag a gas hag a zigas an doureier-ze evel ma car. Mar deo ker bras, ker gallouduz ar mor pehini ne deo nemet eun dra crouet, pe guer bras, pe guer gallouduz eta ne dle ket beza ar C’hrouer ?

Scrijuz eo guelet ar mor pa vez fuloret. Clevet epken an trouz a ra avechou dre eun nosvez goal-amzer, a so avoalc’h evit lacat ar strafuil e calon tud ha ne dint ket aounik. Evelse eur paien euz an amzer guechall a lavare e voa red e vije tri guiscat dir var galon an hini en doa credet da genta mont e bag var ar mor, abalamour an hini a ia d’en em lacat var ar c’houagou-ze eleac’h ne deus nemet eur planken tano etre ar maro hag hen, a so ato e riscl euz he vuez. Ha gouscoude ar martolod a gar ar mor, en em blij var ar mor, ne goms nemet euz ar mor, a ro d’ar mor an hanoiou tenera a ro an dud d’ar re a garont muia. Var ar mor e rank beza evit beza iac’h, evit ma c’hello dic’hourda mad he izili. An douar ne deo ket dioc’h he zoare. Lavaret e ve n’en defe ket a ear avoalc’h var an