Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/306

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 290 —

Mes abenn daou pe dri dervez, marteze kentoc’h, map an duket a Vreiz ne vezo mui etre daouarn ar iudazet-ze pere ne dint tud nemet a hano. Eun dra avad am befe c’hoant da gaout araok mervel ; daoust ha me hello he c’haout ?

— O va frins ! mar dema e gallout ho servicherez, n’oc’h eus nemet lavaret.

— Rei a rafen an diveza beradou euz ar goad a chom c’hoaz em goazied evit gallout guelet eur belek. Mar gouzout peleac’h caout unan euz a veleien an Doue a drugarez, Godik, kea d’he bidi da zont da zicour Jil a Vreiz d’en em bourchas d’ar maro.

Ar verc’h kez a zonjas redek da gouent Boken, ne voa ket pell ac’hano ; mes ne devoa ket treuzet ar c’hoad oll pa zigouezas ganthi eun tad cabusin.

— Doue ra vezo ganeoc’h, va merc’h, eme ar manac’h.

— O va zad, eme C’hodik, ma carfac’h, ma c’helfac’h dont eur pennad d’ar C’hastel-du-hont ! hag e tiskueza dezhan touriou ar C’hastel a velet euz al leac’h ma edont.

— Mont avoalc’h a rin, mar deuz eun dra bennak da ober evit gloar Doue.

— O va zad, eun den dare da vervel a c’houlen cofez, an Aotrou Jil a Vreiz, breur an duk.

— Diskuezit din an hent, ha me ia d’hoc’h heul. Godig a gasaz ar manac’h dre an hent-ze a rea bemdez abaoue eur pennad, dre zicour Doue, evit mont da gaout ar prins, ep beza guelet. Pa voant eat beteg ar chastel, e tikuezas dezhan ar prenest a rez an douar, en eur lavaret :

« Aze, va zad, ema o chom mab an duket ! »

Ar manac’h a ioa boas pell a ioa da velet ar re vras discaret izel, ha ne ziskuezas beza tam souezet. Epad ma en em denne Godig a gostez, ez eas da