Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/302

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 286 —

edon o tenna dour, hag epad an amzer-ze ar sivi-ma zo coezet euz ar Barados. Ouspen ar burzud-ze zo digouezet henoz. Neuze keit ha ma torre ar prins he naoun hag he zec’het, ha ma saoure ar sivi blazed mad-ze, Godig a gontas dezhan ar pez a ioa digouezet, an taoliou e doa clevet da skei var an or, ar c’hlemmou truezuz e doa clevet dre ma treuze ar c’hoat.

— An dra-ze, va frins, emezhi, a ioa eun ali a roet din me. Hoc’h eal mad eo a felle dezhan e teujen d’ho sicour daoust pe ger reuzeudig oun. Ar c’hlemou-ze a gleven e blenchou ar guez, ha ne voant-hi ket eneou ho tud coz o truezi deoc’h ?

— Ah ! va mam ! va zad ! mar guelont euz an Env ho map paour Jil, nag hi a dle kunudi o velet pe gen dall eo an hini a lez he dreina a gastel da gastel, a brizon da brizon, ato chadennet, goal gaset ha lezet ep tam ! N’en em glemjen ket ma vijen bet cablus ; mes me zo divlam, Godik, n’em eus great netra euz ar pez a damaller din !

— Er bed-ma ne deus nemet dislealdet, eme C’hodig, o sonjal er pez e devoa he unan da c’houzanv. Hor Zalver a zo bet ive dianavezet, goal gaset, great pep seurt dismegans dezhan. Diskuezet en deus deomp hent ar C’halvar o vale he unan dreizhan da genta.

— Ar zonch-ze eo en deus roet calon din beteg hirio, eme Jil, hag a rai din kenderc’hel beteg penn. N’em bezo ket pell da c’houzanv mui, emezhan gant eur mousc’hoars glac’harus. Paour kez Godig, eur c’hras en deus great Doue dit oc’h da lacat da c’henel en eur stad dister.

— Pep stad en deus he enouamanchou hag he boaniou, o va frins !

— Me evelse, Godik, me am eus bet goasoc’h