Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/301

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 285 —

— Ha penaus, merc’h keaz, ec’h eus-te gallet e creiz an noz dont da zicour da brins ? rak va buez a zaveteez din, Godik Daou zervez zo, daou zervez hir, cleo, n’o deus roet tam din. Eat oun diners, dare oun da vervel. Ah ! plijet gant Doue pardoni din va fec’hejou o velet ar poaniou am eus da c’houzanv. Godig, eur banne dour ? en han’ Doue, eur bannik dour !

Jil a ieaz-a drein da gaout eur gos skabel dorret a ioa en toul prizon-ze, hag a zigasas ganthan eur podik dour a ioa eno seac’h. He rei a reas da C’hodig dre voask ar barrigner, hag houma, goude beza lavaret dezhan kemeret fizians, a ieaz adarre dre an hent ma voa deut evit kerc’hat dour. Treuzi a reaz ar c’hoad, hag ez eas da garga he fod da ster Guerc’hez an derven. Teleur a reaz he inkin benniget var ar geot evit caout he daou zorn dieub da garga dour.

O burzud, pa deuas da gerc’hat he inkin, e voa en dro dezhan eur vodennad sivi fresk ha dare. Sivi e mis meurs ha dre eun amzer ker ien ! An dra-ze ne elle beza nemet eur prezant digant ar Verc’hez. Mont a reas d’an daoulin da drugarecat Mam Doue ; neuze e cutuillaz ar sivi hag ho c’hasas ganthi kempen en he zavancher, hag hi adarre d’ar red a dreuz ar c’hoat.

Ar prizonier paour a loskaz eur griaden a laouenidigez o velet ar sivi-ze ker fresk ha c’hoez ker mad gantho.

— Sivi ! emezhan ; ha sorserez out-he, Godik ?

— Oh ! n’oun ket, va frins ; me zo ker souezet ha c’hui ! Doue hag an Itron ar Verc’hez a zo mad meurbet em c’henver. Debrit ar sivi-ze ep aoun ; evidoc’h int lakeat da zarevi. Me am boa laket inkin an Itron Huelina a Zinan var an douar keit ha ma