Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

amzer, ha goloet eo an Env, an oabl, gant coumoul teo ? Ar mor a deu ive tenval, an dour a ve lavaret a ve teo ha du. Ha sioul eo ar c’houmoul du-ze a c’holo an amzer ? Ar mor ive so didrous, mes trist evel pa ve e canv. Ha dont a ra an avel da gas ha da zigas ar c’houmoul-ze, d’ho lacat da sourral, da voudal, da iudal ? Ar mor ive a lam, a c’hrosmol, a gri ; caout a rafe deoc’h her c’hlevet o vouela, oc’h hirvoudi. Er c’hontrol ha digatar eo an amzer, ha glaz eo an oabl ? Ar mor ive so glaz, an dour so tano, ker sclear hag ar c’haera mellezour. Ar sclerijen a bar var ar c’houagou, ho laca da visca a bep seurt liou, guech int arc’hantet, guech int moug pe dem ruz, guech o deus liou ar guer pe ar c’hristal. Lavaret e ve avechou e vent goloet a ziamanchou. Ha pa deu an noz en hanv dreist oll, pa veler bolz an Env gant he oll stered peintet e gouelet ar mor, pa veler er memez amzer azioc’h ar penn ha dindan an treid, an astrou caer ha skedus-ze crouet gant Doue hag hadet gantha a villerou tro var dro d’an tamik bed ma emaomp enhan, neuze an den, neuze da viana ar c’hristen a vel he unan e teu an Env hag ar mor paravia da gana eur c’hantik a c’hloar d’ho c’hrouer, da ziscleria pegement ez eo braz ha galloudek. Ha pa deu goudeze ar mor da fulori, ar c’houagou da c’hoeza ha d’en em zevel, an tarziou d’en em strinca gant counnar oc’h ar vri hag ar reier var ribl an aod bete lacat an tevennou da grena ; pa glever an trousmor a laca da dregarni a bell ar meneziou hag an traoniennou, pa glever ar vouez pounner-ze a c’holo pep mouez all var an douar, ha ne zonchfet ket clevet mouez Doue he unan o c’hourdrouz ar bec’herien ?