Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/293

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 277 —

An daou vugel a reas eur musc’hoarz an eil oc’h egile, ha Jil a lavaras :

— Va hano zo Jil a Vreiz, ha Franseza zo merc’h d’an aotrou a Zinan, perc’hen ar c’harter-ma.

— Map an aotrou duk ? eme C’hodig, estlamet oll. O Jesus ! penauz em eus-me meritet eur c’hras ker braz ? Ha c’hui, demezel, c’hui eo ar brinsez vihan-ze ker mad a leverer kement a vad anezhi er vro-ma ?

— Comz a rer ac’hanon ? eme Franseza ; me zo c’hoas gouscoude eur bugel disterik.

— An hini a dle beza prinsez a Vreiz ne ket eur bugel disterig eo, eme Jil.

Franseza ne lavaras ger ; ne reas nemet musc’hoarzin. Asten a reaz he dorn d’an nezerez evit kimiada. Godig a lamas gant dorn guenn an demezel hag a bocas calonek dezhan en eur lavaret : bennos Doue !

— Kenavezo, Godig, eme an daou vugel. Neuze e zejont adarre dar red adreuz ar c’hoat.

II

Godig a jomas da zellet outho keit ha ma c’hellaz ho guelet ; goudeze e chomas da zilaou keit ha ma c’hellaz ho c’hlevet ; ha pa n’o c’hleve mui, e teuas puil an daelou euz he daoulagad.

— Marteze n’ho guelin mui, emezhi.

Ar pez a elle avoalc’h beza guir ; rak Jannet a Frans, pried Ian-a-Vreiz n’oa nemet eun derveziou bennag abaoue ma edo gant ar prins Jil e castel an Hardouinay, castel hag a ioa da aotronez Dinan, hag e tlie mont ac’hano daou zervez goude d’an Naonet da c’houel Sant Donatian ha Sant Rogatian a ioa, ervez ar bobl, euz a c’hoad duked Breiz. Aotronez Dinan ive a jome peurliessa e castel Guildo, ha ne deuent nemet eur vech en amzer da gastel an

16