Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/292

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 276 —

— Ia, an itron va mam e deus lavaret an dra-ze din meur a vech.

— Mes ganec’h-hu, Franseza, an neuden ne ket bet torret morse.

— Me ra va gallout evit servicha mad hor Zalver Jesus hag he vam ar Verc’hez, eme Franseza. Me gred ervad Godig a raio ive. Alo, Jil, deomp ac’hann d’ar c’hastel, rak nec’het e vior ganeomp, ha neuze miret a reomp oc’h Godik da labourat.

— Oh nan, nan, demezel ; mes kement a blijadur am euz o caout an inkin brao-ma, ma ne ouzon ket ha me c’hello labourat ganthan.

— Eo, eo. labour gantha, ha buan, eme Jil ; amzer a pezo c’hoas da ober da gegillad, ha neuze da lezvarn. Godig a reas eur zell oc’h Jil hag a gasaz he bez d’he muzellou evit diskuez dezhan ne felle ket dezhi e vije tamallet he lezvam, ha Jil a davas.

Neuze Godig a c’hlibiaz he bez, a stagas penn an neuden a ioa var an inkin oc’h al lin a ioa var he c’hegil, hag en em lakeas da neza.

— Oh ! nag hen zo scanv, emezhi ! Brema n’em eus ket a geus d’an hini zo coezet er ster. Nag hi a zo mad, ar Verc’hez Vari ! Roet e deus din cals muioc’h eget na c’houlennen !

— Va mam, eme Franseza, e deus lavaret din e tifen ato ar vugale zo mad ha devot. Me en em gaf eurus da veza gallet dont d’as sicour.

Jil ha Franseza ne skuizent ket o velet inkin Godig o vont en dro. An demezel gouscoude a lavaraz eun eil guech da Jil e vije nec’het ho c’herent gantho, hag e leverjont kenavezo d’an nezerez vihan.

Godig a lavaras kel lentig ha tra :

— Aotrou, ha c’hui, demezel, livirit din hoc’h hanoiou evit ma c’hellin caout sonch ac’hanoc’h em pedennou.