Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/291

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 275 —

Hag o trei oc’h Godik. — Da inkin, emezhi, ac’h eus collet ?

— Ia, demezel, aze, aze eo coezet er ster.

— Cleo, eme Franseza, mar kerez prometi din e lavari bep mintin ha bemnoz eur beden evit mad Breiz, me roio dit eun inkin all.

Daoulagat Godig a deuas laouen.

Franseza a ziskuezas dezhi eun inkin brao, eur vozad neud varnezhan.

— Oh ! hennez zo cals caeroc’h eget va hini-me ! Hag o pefe ar vadelez d’he rei din, demezel ? Godig ne grede ket cregi enhan ; mes Franseza hen lakeas dezhi en he dorn.

— Oh ! na c’hui a zo mad, demezel ! Ha penauz e c’hellin-me ho trugarecat ? Oh ! ar Verc’hez e deus silaouet mad va feden.

— Ha ma c’houfes-ta euz a beleac’h e teu an inkin-ze ? Unan euz va mamou coz, an itron Huelina a Zinan, a ieas da bardona d’an douar santel. Evel ma zoa eur vaouez ha ne eane tam, o veza ato o neza pe o c’hriat evit guisca ar beorien, e devoa c’hoant e vije benniget ar benviachou ma en em zerviche anezho. Cas a reas ganthi d’an douar santel eur stroillad inkiniou, hag e lakeaz ho bennigen ha touch anezho oc’h bez hor Zalver, en eur bedi Doue da rei he vennos d’ar merc’hed iaouang a nesje gantho, gant ma vijent fur hag aketus d’al labour. Unan euz an inkiniou benniget-ze eo a ginnigan dit hirio, Godik. Dioual avad na golli hennez !

— Doue ra viro, eme C’hodig, en eur boket c’hoek d’an inkin.

— Me’m eus clevet, eme Jil, gant an inkin-ze e tor an neuden dalc’h mad, pa vez etre daouarn eur plac’h ha ne ket fur. Guir eo Franseza ?