Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/290

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 274 —

enha eun imach d’ar Verc’hez. An imach a ioa dister ha divalo, n’eus fors, imach mam Doue oa.

Godig a reaz, a greiz calon, eur beden d’an Itron-Varia, ha Jilig a lavaraz ive ar beden var he lerc’h. Pa zavaz ar goueriadezik paour, he daoulagad a ioa skedus gant ar feiz hag an esperans.

— Godig ! Godig ! eme Jil, me da zaveteo. Sell, epad ma edomp o pidi ez eus deut eur zonch vad em speret ; ar Verc’hez, ep mar eo e deuz he digaset din. Chom aze d’am gortoz ha da drugarecat mam Doue.

Ha Jil kuit ac’hano d’ar red. Godig a glevaz eur pennad trouz he dreid o skei stank stank dre ar c’hoad. Abenn eur pennadik ne glevas mui trouz ebet. Hogen ne devoa ket a encrez. Ne anaie ket ar potrig iaouank-ze ; hogen ker mad en doa doare da veza, ma crede stard n’en doa ket clasket ober goab anezhi.

Godig a jome ato var he daoulin, o pidi patronez an dud reuzeudig, hag he c’halon a ioa leun a fizians.

Pa e devoa Godik pedet eur pennad, e clevas trous.

— Ema erru, emez-hi.

E guirionez, Jil a ioa o tont, d’ar red, eat ber he halan, ha ruz evel eur gerezen. N’edo ket he unan ; oc’h he heul ez oa eur verc’hik coant, eun demezellik eis pe nao bloas.

— Godig, eme Jil, paouez da vouela, setu Franseza ama deut d’as sicour.

Godig a zavaz he daoulagad da zellet oc’h an demezel.

— O va Doue, ernezhi, lavaret a rafet eun æl euz ar barados.

— Lavaret mad a rez, eun sel eo ive, eme Jil.

Jil, eme an demezel, gouzout a rit e deuz an itron, va mam, difennet ouzoc’h comz ac’hanon evelse. —