Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/289

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 273 —

— Ha da lezvam ne ket mad ouzit ?

— Me zo eur zam evithi. Gouscoude panefe hi me rankje mont da glask va bouet ; hag an dra-ze zo cris !

— Da viana ne vezez ket bazatet gant da lezvam ?

Godik ne lavaras ger.

— Asa, pa zi d’ar gær, bazatet e vezi-te abalamour mac’h eus collet da inkin ?

Godik ne lavaras ger adarre, mes en em lacat a reas da grena.

Ar potrig a azezaz neuze var ar geot en he c’hichen, hag a lavaras :

— Paour kez Godik, me vel ervad ec’h eus cals da c’houzanv gant da lezvam. Ma vijen bet eur goas me am bije da zifennet, m’em bije miret na vije great poan dit ; mes ne doun nemet eur bugel, Jilik ! Ma c’helfen da viana caout dit da inkin ?

— Siouaz ! aotrou, ne zervich ket. Ar Verc’hez epken a elfe he renta din. Me zo bet pell avoalc’h oc’h he glask. Ha va lezvam pa velo n’em eus nezet tam ! O va Doue, nag hen zo reuzeudig an hini n’en deus ket eur guir vam ! Nag hen a ioa carantezus va mam, an hini zo eat gant Doue ! Hag o lavaret kementse Godig a zave varzu an Env he daoulagad leun a zaelou.

— Paourkez Godig !.. Mar kerez me ielo er ster da glask an inkin — Jilig a ioa o sonjal laraet en dour, mes Godig a grogas buhan enhan hag hen dalc’has.

— Oh, aotrou, emezhi, guelloc’h e ve ganhen beza lezet daou zervez dioc’htu ep tam bara, ha caout bazadou bete’r goad, eget ho kuelet o vont d’en em deleur en dour aze. Sellit mar kirit ni ielo da bidi Guerc’hez an derven. Claoustre e teui d’hor zicour.

Godig a grogaz e dorn Jilik. N’e doa mui a aoun rag he zillad brao. He gas a reas da gichen eur ve zeu dero eleac’h ma e devoa cavet eun toul ha laket