Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/288

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 272 —

Goude beza furchet eur pennad mad gant he daouarn ha gant he c’hegil, ec’h azezaz adarre var ar geot evit gouela he goalc’h.

Ker glac’haret e voa ma na glevas ket an deliou nag ar bodennou o trouzial er c’hoad gant eur potrik coant a deue etrezeg eno, hag a jomaz a za da zellet outhi.

Ar potrig a ioa guisket caer ; he zrem a ioa skeduz, he vleo melen a luie dindan eun tog a ioa eur bluen venn oc’h he gern.

Pa velas ne rea van ar verc’hik glac’haret, ez eas beteg enhi hag e lakeaz he zorn var he scoas.

— Perag e lenvez, emezhan ?

Godig a reaz eul lam ; o velet bizach vrao ar potrig a ioa en he c’hichen, e reaz eur musc’hoarz a dreuz he daelou. — Ar potrig a lavaraz adarre :

— Glac’haret braz out, em eus douet ?

— O ia, va aotrou bihan ; glac’haret oun sur, ha glac’haret bras. Va Doue ! petra a rin-me ! Ha Godig adarre da vouela.

— Petra zo digouezet ganhez-ta ? Eat euz unan eus da zenved gant ar bleiz ; Em euz aoun ne c’heus ki ebet evit ho dioual.

— Fant Madek zo re baour evit caout eur c’hi. N’on eus nemet daou zanvad, ha morse ne deont diouzin. Ar pez a ra din gouela eo ma’zeo torret va neuden ha va inkin zo coezet er ster.

— Hag e caf dit ez eo eur goalheur bras beza collet da inkin, a lavaraz ar potrig en eur vusc’hoarzin.

— Anat avoalc’h eo ne anavezit ket Godik ; anez na lavarjac’h ket an dra-ze. Me n’em eus ket, evel ar vugale-all, eun tad hag eur vam leun a garantez evidhon. Va mam zo maro pa voan bihanik ; va zad ive zo maro tri bloas zo. N’em eus nemet eul lezvam, hag hi e deuz eur bugel all… Godik ne lavaras ken.