Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/287

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 271 —

galvet dezhan ? Va cellulen ha n’emahi-ket aze evit digas sonch din euz an ene paour-ze ? » ha neuze e save he ene varzu Doue en eur huanada.

Dom Emmanuel a varvaz eno, hag he gorf, ervez he c’houlen, a voue beziet etouez re he vreudeur muia caret. Ato e talc’her sonch anezhan en ti-ze eleac’h ma en deus roet skuer vad hag araog ha goude an dispac’h, ha credabl eo ne vezo morse ancounac’het.

————


An inkin benniget.
————
I

Eur verc’hig hanvet Godik a ia a dreuz ar c’hoad, en eur neza he c’hegil hag o poulza en he raok daou zanvad guenn. Diarc’hen eo ha guisket paour ; evelato avad he c’hlever o cana gae. An Env azioc’h he fenn a zo ker glaz hag an heol a zo ker skedus ; ar bleuniou a zo ker caer, hag al labouset zo ken dudiuz ho c’han !

Pa e devoa treuzet ar c’hoad, Godig a lezaz he denved da beuri hag a azezas var bord eur sterig a ioa eno evit neza en eur zourrigal eur ganaouen.

Souden e chenchas son ; he neuden a dorraz, hag he inkin a guezaz er ster.

O va Jesus ! emezhi en eur vouela, collet va inkin ; ha petra lavaro va mam ! va inkin a ioa dija eur bloueneud varnezhan. O Guerc’hez Vari, o pet truez ouzin !

Caer e devoue dask he inkin, n’her c’havas ket.