Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 267 —

ho daou en em garent meurbet. Eun dervez, ar c’hloareg all-ze a deuas da gaout Emmanuel hag a lavaras dezhan :

— Me ia da guitat ar c’hlouerdi-ma.

— Ha da belec’h ec’h eus sonch da vont ?

— Da gouent ar chartreuzet.

— Te etouez ar chartreuzet ? sur emaout oc’h ober goap ?

— N’emaoun ket ; me gaf din oun galvet da vont en urs-ze.

— Asa, collet eo da benn ganhez ? Te eun tad chartreuz ? Te, ac’h eus kement a speret hag ac’h eus resevet kement a dalanchou digant Doue ? Hag e zi da lacat an dra-ze oll er bez ? Ha ne ouzout-te ket an tadou-ze a vef disparti an eil dioc’h egile, pep hini en he cellulen, evel pa na ve den er bed nemetho ? En eur ger Emmanuel a gomzas gant kement a ners ma tistroaz he vignon dioc’h he vennoz ha ma chomaz e sant Sulpis.

Doue gouscoude a c’half pephini eleac’h ma plich ganthan, ha goaz aze d’an hini ne zilaou ket he vouez. An den iaouank-ze a grogaz an enouamant enhan er c’hlouerdi, hag her c’huiteaz. Eat er bed e tilezas nebeut ha nebeut he zeveriou a gristen ; goudeze ez eaz er meaz euz ar Frans hag en em roas d’an dizurs.

Anat eo e reas kementse eur boan vras da Emmanuel. N’en doa comzet nemet dre scanvadurez, hag edo pell dioc’h sonjal e tlie eun ali roet ganthan dre c’hoarz ober kement a zrouk. Ober a ra dezhan he unan rebechou c’hoero da veza diframet eun ene euz a dre daouarn Doue, hag e reaz he zonch d’en em rei d’ar binijen evit an nemorant euz he vuez ; hag evit repari guelloc’h an droug en doa great, e sonjas mont he unan da gouent ar Chartreuzed, eleac’h an hini ma en doa miret outhan da vont di. Bugale sant