Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/282

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 266 —

bez, ha ken n’o devezo clevet trouz ar paladennou kenta a zouar o coeza var an arched.

N’eus pobl ebet hag a henorfe muioc’h ho zud varo, hag a bedfe muioc’h evitho eget na ra ar vretoned. Da zul, nep a iafe da eur barrez var ar meaz, a velfe pephini o vont da zaoulina ha da bidi var beziou he gerent araog ha goude an ofisou ; hag ar rencad tud varo a vez da erbedi er pron, a rent aliez ar pron-ze hirroc’h eget an oferen bred. Da c’houel an anaoun dreist oll ho gueler o vont da vizita beziou ho re varo, hag an nos-ze a dremenont eul loden vad anezhi o pidi evit an anaoun.

————


An diveza manac’h a gouent ar chartreuzed
e kichen Alre.
————

Eur beacher, oc’h ober tro Breiz, a scrif an dra-ma. En em gaout a riz, emezhan, en eur gouent eleac’h ma zoa chartreuzet guech all, hag a zo brema c’hoarezed ar furnez enhi. Oc’h ober tro ar c’hloastr, eleac’h ma zeo peintet, e taolennou, buez sant Bruno, al leanez vad am rene, en em lakeas da gonta din eul loden euz ar pez zo tremenet er gouent coz-ze. Setu ama petra a lavaras din divar benn an diveza manac’h a zo bet eno euz a urz ar chartreuzet.

Ar manac’h diveza-ze a reat Dom Emmanuel anezhan. Er gouent edo araog an dispac’h braz ; he cellulen a zo an digor anezhi var an c’hloastr.

Emmanuel a ioa ginnidig a Bariz, hag a ieas da glouerdi sant Sulpis o sonjal en em renta beleg. Eno e reas mignoniach gant eun den iaouang, hag