Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 265 —

bep en amzer : Va zad, tostaat a ra ar maro ; pe va zad, o pet sonch a Zoue hag euz ar Verc’hez galvit-hi d’ho sicour ; ne viot mui pell e poan ; hag an den toc’hor, roucounel ar maro varnezhan, a lavare ken dinec’h ha tra, dre ma c’helle coms : Gouzout a ran ; pedit evidhon !…

Dour benniget a ioa digasset eno, hag e taolet bep an amzer var ar guele. Eur pilet coar, bet benniget da c’houel ar Chandelour, a ioa digaset ive. Pa deue eur voascaden d’an hini clanv, hen alumet, ha pa veze tremenet ar voascaden, her mouget da c’hortoz eur voascaden all.

Var dro eun heur e voue Corintin Blerez evelse araok ma rentaz he huanaden diveza. Kerkent ha ma voa tremenet, he verc’h a zerras dezhan he zaoulagad, a lakeas soubl he benn var ar penn-vele, hag her goloaz evel eun den a vije cousket.

Neuze e voue great, evit he lacat var varv-scaon, eur chapel venn gant liseriou mitieret. Ne deus nemet ar re binvidig hag o defe euz al liseriou-ze ; mes ho fresta a reont a volontez vad d’an amezeien pa varf unan bennak a dost, hag al liseriou-ze a ia en heritach hag a virer gant soursi a rum da rum. Evelse pa za unan bennak divroet d’ho guelet, ne gavont ket avechou netra caeroc’h da ziskuez evit al liseriou-ze a laker da ober eur chapel canv. Oc’h al liseriou-ze e stager n’ous pegement a rubanou hag a zeliou lore laket e croaz ; neuze imachou sent, chapeledou, hag er penn izela euz ar chapel venn, e troad an hini maro, ar groas digaset di euz ar barrez. An oll gerent hag an oll amezeien a deu evit an nosvez canv, hag a dremen an noz o pidi evit an anaoun. Ar gerent tosta, na zoken ar vugale ne guitaint ket ar c’horf-ze ken na vezo diskennet er