Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/280

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 264 —

aze, e sant Vaze, hag en doa seitek vloaz ha cant. An den-ze a reat Ian ar C’hauzer anezhan, a ioa bet labourer ar porz e Brest, hag en he gosni e voa jardiner beteg he vloaveziou diveza ma voa eat ne rea mui nemet lavaret he chapeled.

Pa zigoueschomp e ti Corintin Blerez, eme ar beacher, e clefchomp gant he vugale en doa bet he sacramanchou en dervez-ze. He gaout a rejomp diners, mes laouen ha dinec’h evel pa vije bet iac’h.

Pebez kem etre ar pez a velemp eno hag ar pez a dremen e kaer peurvuia pa vez unan bennak dare da vervel ! E kaer e veler an anken, an dizesper zoken avechou var bizach an den clanv. Ar re zo var he dro a zo mantret oll ; mar deuz unan bennak hag a bed, lod all a c’hrosmol hag o deus doare d’en em gemeret oc’h Doue. Ne greder ket coms d’an hini clanv euz ar maro a zo tost, nag a Zoue, nag a nicun a virionezou ar feiz ; aoun a ve d’he strafuilla, hag e pellaer mar geller, ar beleg hag ar re all o defe c’hoant da zigas dezhan eur sonjezon vad bennak. Pa dosta ar momet diveza e pellaer, mar geller, ar gerent tosta, ar vugale, ar pried evit na velint ket an hini clanv o vervel. Goudeze ne daint ket zoken d’an ilis na d’ar vered varlerc’h an hini maro : re boaniuz e cafent an dra-ze.

Ne ket evelse e za ar bed gant hor breizaded. Ama n’eus ket a aoun evit comz euz ar maro. Corintin Blerez a ioa eat toc’hor, ha beach en doa o finval he vuzellou evit lavaret eun Ave Maria. Kerkent ha ma voa guelet o tinerza hag o vont en he agoni, e voat redet da diez an amezeien evit ho gelver e kichen guele an den clanv. Oll e voant deut a brez, hag oll discabel, daoulinet e tal ar guele. Eur vaouez, he verc’h a zonch din, a ioa savet var eur scaon e kichen ar guele hag a lavare dezhan