Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 12 —

estlami. Piou en deus gallet rei d’an douar ar vertuz, an ners da zouguen frouez a bep seurt evel ma ra ? Piou en deus gallet lakat da zevel varnezhan kement a vez, a c’heod, a vleuniou, a vokedou a bep liou hag a bep c’hoez mad ? Piou en deus laket da zevel an eienennou-ze a ra steriou ha goaziou evit doura an douarou ha rei dezho ar frescadurez a vank dezho ? Piou en deus gouezet lacat da zevel divar ar mor an êzen-ze en em zestum e koumoul a zioc’h hor penn hag a ia, o coeza e glao, da zoura, da c’hlebia an douarou eleac’h ne c’hell ket ar steriou nag ar goaziou sevel ? Piou en deus laket en dro d’an douar an ear-ze zo red deomp da gaout evit tenna hon halan, hag en deus gourc’hemennet d’an avel c’hoeza evit frescaat an ear-ze ha biannaat grouez an heol pa vez re dom ? Piou en deus bet galloud avoalc’h evit rei buez da gement a loened, loened bras, loened bihan, loened dôn, loened gouez, da gement a laboused a velomp o nijal hag o c’hournijal en ear, euz an eil boden d’eben, hag a glevomp o kana, pephini en he iez, meuleudi d’ho c’hrouer ? Piou en deus gouezet digas ar pevar amzeriou pephini d’he dro ker reglet, en hevelep doare ma c’helje an douar dougen frouez hag eana pa deuje ar mare !

Dall ha diskiant e ranko beza a dra sur, an hini a evesai oc’h an traou-ze ha ne gavo ket eno hano an oll-c’halloudek. Ha pe ger bihan, pe gen dister en em gaf an den pa zonch e kement-se ! Petra, an oll dud, destumet a vanden, gant ar pez o deuz a nerz hag a voueziegez, ne vent ket goest, epad ho oll buez, da ober eur c’hreunen dreas, na zoken eur c’hreunen euz ar boultren a vresomp dindan hon treid, hag an hini en deus