Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/276

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 260 —

d’he c’hampr, e lakeas an dillad soudart-ze, ha pa voa en em visket, oc’h ober eur zell er mellezour, e devoue evel aoun, ken henvel en em gave oc’h he breur. Mont a reas goudeze d’ar marchossi eleac’h ma cavas prest marc’h ar C’hont, ervez an urs roet d’ar mevel, hag ez eas en hent ep gouzout dare da zen.

Abenn ma teujot antronoz da gerc’hat an dudchentil evit ho c’has d’ar maro, edo an demezel en ho zouez eleac’h he breur. Mont a reas d’an dachen en eur bidi, he daoulagad izel, rag bez’ez oa unan eus ar guerc’hezet-ze pere, hervez Sant Ambroas, n’o dens ket aoun rag ar maro, mes o deus aoun rag eur zell. Ar gommunion e doa recevet an derc’hent a roe ners dezhi. Ne devoa aoun nemet rag eun dra, na vije dihunet he breur ha na deuje da viret outhi da vervel en he leac’h. Digouezet var an dachen, Escop Dol, pehini a voa etouez ar brizonerien, a roas an absolven diveza, hag an demezel a voue unan eus ar re genta discaret gant ar boulji.

Pemp heur anter oa pa zihunas ar C’hont. Spontet e tilam eus he vele, mes ne gave ket he zillad. Caout a reas eun habit all, hag he guiscas buan. Neuze e tigor an nor hag e caf ar mevel daoulinet var an treuzou.

— Pet heur eo ?

— Re zivezat eo, Aotrou Cont.

— Re zivezat ! malheurus, gouzout a rez petra gollan-me ?

— Ho puez, va mestr ker, a dliac’h da goll du-ze.

— Va henor ! kerc’h buan va marc’h araog ma teui va mam ha va c’hoar. Compren a ellez em oa choant d’ho guelet ; mes va ger am eus roet…

Kementse a voue lavaret a vouez izel, mes gouscoude an Itron a glevas hag a ziredas.