Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/275

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 259 —

a ia d’ar maro ! An dudchentil kemeret e Kiberon so barnet d’ar maro er mintin-ma en Alre, ha varc’hoas da c’houlou deiz e vezint fuzillet !

— Ha va breur a dle mervel ive ?

— Ho preur so condaonet evel ar re all. Var he c’her eo lezet da zont da velet he vam. Mes roet en deus he c’her da vont d’ar maro varc’hoas vintin. He c’her ! demezel.

— He c’her ! he henor ! eme ar c’hoar gez ! Mes penaus he zavetei !

— An Aotrou Cont ne vanco ket d’he c’her. Gourc’hemennet en deus din derc’hel prest he varc’h hag he zihuna abenn peder heur. Me zo redet da di Gildas ar merour, hag hen en deus, en eur vouela, lavaret din ar pez a gontan deoc’h.

— An demezel a reas eur zonch hag a lavaras d’ar mevel :

— Va breur ne dai ket d’ar maro ; n’hen dihunit ket ; mirit na vezo trouz ebet en ti epad an noz ; me gemer an afer em c’harg.

— Miret a reot outhan da vont, demezel ?

— Doue n’en deus ket he zigasset d’am mam evit he lamet diganthi. It, ha grit ar pez am eus lavaret deoc’h.

Alan en em dennas, hag an demezel Turgis a ieas d’an daoulin evit pidi eur pennad. Goudeze e scrifas eur ger bennag var eun tam paper hag hen lezas var an daol. Troc’ha a reas he bleo hir ha caer hag ho destumas var an daol e kichen ar paper. Neuze pa gave dezhi oa cousket c’huec he breur, ez eas d’he gampr hag e kemeras he zillad. Teleur a reas eur zell varnezan en eur lavaret a galon kenavezo dezan. An den iaouanc a voa ken torret gant ar skuisder en devoa bet en derveziou araog, ma c’hallas he c’hoar ober he zro ep he zihuna. Deut