Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 258 —

c’hoar pehini a vele hirroc’h evit he mam hag he c’hiniterv, a vele avoalc’h an nec’hamant-ze scrivet var dal he breur. Ar breur hag ar c’hoar a voa ganet ho daou var eun dro, ha ker bras oa an henvelidigez entrezho ma vije bet diez anaout an eil dioc’h egile anezo panefe ho guiscamant. A hent all e vije lavaret n’o devoa nement eur memez calon hag eur memez ene, hag evelse brema ive ar c’hoar a zante en eun doare bennag ar pez a dremene e speret he breur.

Pa oa deut unneg heur, ar vam, goude beza laket he map da lavaret dezhi abenn diou pe deir guech kement a voa digouezet gantha abaoue m’oa eat euz ar gær, her pedas da vont da gousket. Rag, emezhi, izom avoalch oc’h eus da eana goude kement a dregas, a boan hag a nec’hamant oc’h eus bet en derveziou-ma. Ar c’hont a zaoulinas evit caout benediction he vam, ha neuze en em dennas d’he gampr. An Itron hag he nizez a ieas ive da gousket laouen bras. Mes ar verc’h iaouanc hag ar mevel mad pehini ive en doa, evel an demezel, santet e voa c’hoas eun dra bennag oc’h ober nec’h d’ar c’hont, ne zonjent ket mont da gemeret repos.

An demezel a ieas goustadic da gichen dor cambr he breur, hag ac’hano ep en em ziskuez dezan, her guelas var he zaoulin o pidi. Eul levr a voa etre he zaouarn, hag e save eun tamic he vouez. He c’hoar a dosteas he scouarn da zilaou, hag e clevas petra a lenne… Pedennou an agoni ! Ne devoue ket ar galon da vont da goms outhan, hag ez eas d’he c’hambr mantret. Eun nebeudic goude e teuas Alan da skei var he dor.

— Demezel gez ! Saveteit ho preur ! C’hui epken a ell hen ober.

— Petra zo ? Petra zo c’hoarvezet gant va breur ?

— Oh ! ma c’houfac’h, demezel baour ! Ho preur