Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 254 —

nen a verzerinti ! Neuze e lavaras d’ar bugel : va map, setu aze ho tad, pedit hen d’ho pennigen. Kerkent ar bugel en em lakeas var he zaoulin, a groachaz he zaouarn hag a c’houlennaz oc’h an tad he venediction. Ober a reas kementse en eun doare ker coant ma tennas varnezan daoulagad cals eus an dud a voa o sellet, hag e savas trouz ha goelvan en ho zouez. Kementse a reas aoun d’ar vourrevien hag a reas dezho en em hasta da ober ho micher. Dioc’htu e voue guelet daou pe dri benn o coeza hag a ruillas bete treid Ignasic. Ne voue ket strafuillet evit kementse. Dont a rejor d’he vam, hag ep chench liou e velaz ive he fenn distaget. Erfin gant eun ners calon calz en tu all d’ar pez a eller da c’hortos dioc’h eur bugel en oad-ze, e recevaz he unan taol ar maro.

Kerkent ha ma voue merzeriet ar vanden genta-ze, e voue laket ho fennou a zirag ar re a dlie beza dêvet, hag e voue c’hoezet an tan. Pemp troatad varnugent edo an tan dioc’h ar peuillou, ha laket oa ar c’heuneut en eun doare ma tlie beza pell araog mont beteg ar verzerien. He laza a reat zoken pa gavet ez ea re vuan. Da c’hortoz eta an tan da zont beteg enho, an tad Spinola a roaz an absolven da Lucia Fraïtez a ioa staget en he gichen hag a c’houlenne ar c’hras-ze digantha. Neuze o trei oc’h an ofiser carget da lacat ho merzeria, e lavaras dezhan gant eur vouez cre e tlie guelet brema petra glaske missionerien an Europ o tont d’ar Japon hag e tlie sonjal, oc’h ho guelet kel laouen e creiz eun. tourmant ker criz, ecreiz an tan, ne ket evit clasc madou, mes evit clasc savetei eneou eo e voant deut di. — Comz a reas goudeze oc’h ar re a voa o sellet : « An tan-ma a ia d’hon dêvi, emezhan, ne deo nemet ar skeud euz an tan gant pehini Doue a zêvo