Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

An hini a zao he zaoulagad da zellet oc’h an Env, a rank beza diskiant, ma na lenn ket eno hano ar c’hrouer, ma na deu ket da anzao ne deus nemet an oll-c’halloudeg hag en defe gallet ober traou ker kaer. Nag hi a zo skedus, dre eun nosvez digatar, ar stered-ze a velomp o para azioc’h hor penn ! Piou eo an hini en deus bet eun dorn gallouduz avoalc’h evit hada an astrou-ze, a zo lod anezho, ervez an dud desket, cant guech ha zoken mil guech brasoc’h eget an douar oll ? Piou en deus dispaket an dinel-ze, ar vols c’hlas-ze a c’halvomp ar firmamant ? Piou en deus staget eno ar bolojou divent-ze hag ho laket da chom stard pephini el leac’h merket dezhi ? Piou ho laka da vont pephini en he hent ep ma zafent morse da steki an eil en eben ! Piou a c’hell niveri ar stered-ze ha rei he hano da bephini anezho ? Piou en deus roet ho sklerder da bephini anezho, hag eur sklerder da bephini dishenvel a liou dioc’h sklerder ar re all ? Piou en deus gallet lakat an heol-ze ker gae en eul leac’h ma c’hell sklerijenna ha toma an douar ep he zevi hag he zuilla, hag al loar-ze a ra kement a vad d’ar re zo red dezho beachi en noz ? Piou a ra d’ar rams-ze mont bemdez en hent, pe kentoc’h a laca an douar da ober eun dro bemdez varnezhan he unan ha d’en em ziskuez evelse oll d’an heol dindan beder heur varnuguent ? Piou, goude beza eveseat oc’h kementse oll, ne lavaro ket gant ar profet : Aotrou Doue, nag hen zo bras, nag hen zo burzuduz hoc’h hano dre ar bed oll ! Ia, an Envou a brezek gloar Doue ; an oabl, bolz an Env a ziskuez deomp oberou he zaouarn. An eil dervez hen desk d’egile, hag an eil nosvez d’eben.

Euz an Env, mar diskennomp hor sell varzu an douar, ne gavimp ket nebeutoc’h a leac’h d’en em