Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/269

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 253 —

tez evithan. Dic’haouet mad oun bet euz an naoun criz am eus gouzanvet ; dre ar frealzidigez dudiuz ha c’hoeg a lakea Doue em c’halon. Ha pa jomfen meur a vloaz er prizon, e cavin ber an amzer-ze, kement a c’hoant am eus da c’houzaon evit an hini a deu d’am faea ker mad eus va foan. Bet oun clan e meur a c’his, dreist oll em eus bet eun derzien hag a so padet cant dervez ep ma c’heljen caout louzou ebet. Epad an amzer-ze e santen eur joa ha ne ellan ket da verca deoc’h. Ne vouien ket petra rean, hag e cave din edon er barados. »

An tad Spinola a voue condaonet da veza devet, hag ar c’helou-ze a zigasas dezhan eul laouenedigez ar vrassa. Azalec neuze ne eane o trugarecat Doue euz a eur c’hras ha ne gave ket dezhan e vije din anezhi. Euz a Omura eleac’h ma edo er prizon, e voue casset da Nangazaki. Laket e voue d’ar maro var eur menez tost da gær, ha gantha nao gristen ha daou-ugent all, a voa en ho zouez nao Jezuist, pevar a urs Sant Fransez ha c’huec’h a urs Sant Dominic. Ar re all oll a voa christenien fidel. Pemp varnugent a voue merzeriet dre an tân, hag ar re all a voue dibennet. Etouez ar re-ma, an tad Spinola a anavezas tost dezhan Izabel Fernandez, intanvez Dominic Jore. E ti ar gristenez vad-ze edo pa voue croget enha pevar bloas diaraog, ha badezet en doa eur bugel nevez ganet dezhi ha roet dezhan an hano a Ignas. Ar bugel a voa adre he vam, hag an tad Spinola n’her guele ket Aoun en devoue na vije bet cuzet ar bugel evit miret na vije laket d’ar maro.

Peleac’h ema Ignasic, emezan da Izabel ? Petra oc’h eus-hu great anezhan ? — Ema ama, eme ar vam oc’h he gemeret etre he divrec’h ; Doue ra viro em bije clasket miret outhan da gaout ar guru-

15