Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/268

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 252 —

e voa merket barnedigez ar re-ma a voue casset da Rom.

XI

Etouez ar vissionerien a voue merzeriet er Japon, ar brudeta eo an tad Charles Spinola, a gompagnunez Jesus. Ginnidig oa a Jen hag a lignez huel. Ar c’hoant en doa da rei he vuez evit ar feiz a reas dezhan goulen mont d’ar Japon, ha roet oue he c’houlen dezhan. Labourat a reas en dra c’hellaz, hag e c’hounezaz eun niver braz a eneou da Zoue. Ouspen he skuisder, e cundue c’hoaz eur vuez tenn a hent all.

Ar Japoniz hen lakeaz er prizon eleac’h ma voa oc’h he zioual tud criz gant pere en devoue cals da c’houzaon. Ne felle ket dezho zoken rei dezhan eur banne dour da dorri he zec’het hag hen entanet gant an derzien. Hogen Doue ne ziles morse he zervicherien ; dre he c’hras e scanvea poan ar merzer, hag e rea dezhan caout levenez er chadennou. Setu ama petra lavar he unan en eul lizer scrifet ganthan en he brizon :

« Nag hen a zo dous evidon gouzaon evit Jesus-Christ ! ne gavan ket a gomzou cre avoalc’h evit rei da anaout ar pez a zantan, dreist oll abaoue ma emaomp en toul doun-ma eleac’h ma vevomp ep tam. Ners va c’horf a ia kuit, mes va levenez a gresc dre ma velan e tosta ar maro. Pebez eurvad evidon ma c’helfen, da basc, cana en env gant ar re euruz ar c’hantic Alleluia ! »

« Ma o pefe tanveet, emezhan en eul lizer d’he genderf, an dousder a scuil Doue en ene he zervicherien, n’o pefe mui nemet dispriz evit oll draou ar bed. Dont a ran da veza diskibl da Jesus-Christ abaoue m’emaoun er prizon o c’houzaon dre garan-