Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/267

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 251 —

pa en em lakea da vouela, e voa avoalc’h evit he lacat da devel he c’hourdrous ne vije ket merzer. Kerkent ha ma clevaz e tlie mervel, ep gortos ma teujet d’he gerc’hat, e lakeaz he zillad caera. e redaz a ziarben d’ar re a deue d’he glasc, hag o veza cavet he dad e kichen dor kear, e lamas gantha d’he vriata ; ar pez a gargaz an tad calonec-ze a levenez.

Digouezet var an dachen, e chomjot eur pennad mad da c’hedal ar potrig all. Evel ne errue ket, an ofiser a reas dibenna an tri verzer all. Eur pennadig goude e tigouezaz ar bugel. E ti he dad coz oa bet cavet, ha n’oa ket savet c’hoas. Dihunet e voue, hag e leverjor dezhan oa red dezhan mont d’ar maro gant he dad a iea da veza dibennet evit Jesus-Christ. Ar potrig a lavaras ne c’houlenne ket guell. Laket oue dezhan he zae vraoa, ha neuze ar zoudart a grogaz en be zorn evit he gas d’an dachen. Tud ep niver a iea var he lerc’h, ha calz anezho ne alient ket miret da vouela.

Digouezout a reaz ar bugel, hag ep beza strafuillet tam ebet o velet ar goad hag ar c’horfou maro, ez eas var he zaoulin e kichen corf he dad, sevel a reaz he unan colier he zae hag e lakeas he zaouarnigou a groas var he beultrin da c’hortos taol ar maro. O velet-se e savas trous, lenv hag hirvoud e touez an dud. An oll o devoa truez oc’h ar bugel. Ar bourreo he unan a zirollas da vouela, a stlapaz he zabren hag a redas kuit. Daou all a deuaz an eil varlerc’h egile, ha ne gredjont ket ken nebeut he zibenna. Red e voue kemeret da vourreo eur slaf euz ar C’horee. Hema ne vouie ket mania eur zabren hag a scoas n’ous ket pet taol var benn ha var diouscoaz an ælig, an oanic hegarad-ze pehini ne loscas ket eur griaden, hag a voue draillet araog ma voue distaget he benn diouthan. — Ar scritel var behini