Pajenn:Morvan - Kenteliou hag istoriou a skuer vad evit ar Vretoned, 1889.djvu/266

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 250 —

ar verzerien dioc’h ar groaz ; mes n’he roas ket, ha ne voue gallet destum ho eskern nemet dre roa coezent. Laket e vouent e boestlou disparti, ha casset da Nangazaki ; eno an Escop a lakeas renta dezho an oll henoriou a allet. An danevel euz ho merzerinti a voue ive scrifet ha casset d’hon Tad Santel ar Pap.

X

Er bloas 1608 roue nevez Fingo en em lakeaz adarre da ober ar brezel d’ar gristenien. Tri dijentil vertuzus braz hag o devoa labouret calz evit gloar Doue a voue dalc’het gantha er prizon eur pennad mad. Hanvou an tri gristen-ze a voa Mikæl, Joacin ha Ian. Bez’edont e penn eur Vreuriez savet eno dindan an hano a Vreuriez an Drugarez. Ar bac’h ma voant enha a voa ker striz hag ar vagadurez a roet dezho a voa ker fall ma varvas Joacin enha gant an dienez. Eun ofiser o veza comzet d’ar roue evit an daou a jome beo, ar roue a c’hourc’hemennaz ho dibenna, hi hag ho bugale. Pa voue casset ar c’helou-ze d’an daou gristen, ho c’halon a zridas gant ar joa. Goulen a rejont zoken beza tourmantet kement ha ma carjet araog ho lacat d’ar maro. Hogen ar roue a fallas dezhan e vijent dibennet ar chenta amzer evit ma vije nebeutoc’h a dud var al leac’h.

Pa deuaz eta urz ar roue, e vouent casset er meaz a gær eur gorden oc’h ho gouzoug. Daou zoudart a voue carget da vont da gerc’hat ho bugale. Pep a vap o devoa ; map Mikæl en doa daouzeg vloaz hag a ioa hanvet Thomas ; map Ian n’en doa nemet seis vloaz, hag a ioa Per he hano. Thomaz, azaleg he genta bloaveziou, ne ziskueze caout ken c’hoant nemet da veza merzer. Hag hen c’hoaz en he gavel,